
Dre Joan Miró e kejas ouzh ar Surrealourien, ar barzh gall Paul Éluard en o zouez. Eno e livas an daolenn anvet Beigneuse (sic). 1928 : e Paris en em stalias Salvador Dalí.Meur a daolenn a voe livet gant Dalí e doare Picasso ha Miró kent kavout e zoare dezhañ, a voe anat adal ar bloavezh 1927. Įn hevelep bloavezh ez eas da weladenniñ Pariz, ma kejas ouzh Pablo Picasso en devoa klevet anv eus Salvador Dalí digant al livour Joan Miró da heul ar gejadenn-se, e 1926 bepred, e livas an daolenn anvet Maouez gourvezet, e doare Pablo Picasso.

1926 : skarzhet e voe Salvador Dalí da vat eus Akademiezh an Arzoù-kaer, nebeut amzer kent an arnodennoù diwezhañ, peogwir en devoa disklêriet ne oa den en Akademiezh a oa barrek a-walc'h d'e arnodenniñ.1925 : diskouezet e voe oberennoù al livour yaouank e ti Dalmau, e Barcelona.1924 : hag eñ 20 vloaz ha dianav c'hoazh, e reas Dalí skeudennoù evit ul levr anvet Les bruixes de Llers ("Sorserezed Llers") bet skrivet gant e vignon ar barzh Carles Fages de Climent.Skarzhet e voe eus skol-arzoù San Fernando e-pad ur bloavezh. E Madrid e kejas ouzh al luskad Dada, ouzh ar varzhed Federico García Lorca ha Rafael Alberti Merello, ouzh ar barzh ha livour José Moreno Villa hag ouzh ar filmaozour Luis Buñuel.Įmboltredoù a reas d'ar mare, ha bac'het e voe e-pad un nebeud mizvezhioù en abeg ma oa bet lakaet da zispac'her katalan. 1922 : mont a reas ar c'hrennard da Vadrid ma krogas e studioù er Real Academia de Bellas Artes de San Fernando.1921 : mervel a reas mamm Salvador Dalí diwar ar c'hrign-bev.E 1916, e Cadaqués, e tizoloas livadurioù arnevez e amzer, hag e 1919 e voe diskouezet e oberennoù e C'hoariva-kêr Figueras.

1914 : mont a reas Salvador Dalí da studiañ d'ur skol mariour aet da lik, an Institut Ramon Montaner e Figueres, ma kemeras perzh e krouidigezh ar gelaouenn Studium ha ma heulias kentelioù arzoù klasel ar c'helenner Juan Núñez.Strizh ha dichek e oa an tad, ar pezh a voe kempouezet gant ar vamm, a galonekaas he mab en e strivoù arzel. Un c'hoar en devoe e 1949, Anna María, a skrivas e 1983 ul levr diwar-benn he breur. Unnek miz kent e c'hanedigezh e oa marvet e vreur henañ, anvet Salvador ivez, diwar ur barrad pilhonfo d'an oad a zaou vloaz. Mab da Salvador Dalí i Cusi ( 1872- 1950), un noter alvokad, ha da Felipa Domenech i Ferrés ( 1874- 1921) e oa Salvador Dalí.

Ur skrivagner e voe ivez, pa skrivas pennadoù evit kelaouennoù, ha levrioù. Tremenn 1 500 a daolennoù ha tresadennoù a reas e-pad e vuhez. Salvador Felip Jacint Dalí i Domènech, marquès de Dalí de Púbol ( 11 a viz Mae 1904 e Figueres – 23 a viz Genver 1989 e Figueres) a oa ul livour hag ur skrivagner katalan, unan eus an daou gannad pennañ eus ar surrealouriezh. Salvador Dalí luc'hskeudennet gant Carl Van Vechten, 29 a viz Du 1939
